Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Skol Veur ar Bobl
Blog krouet evit skol-veur ar bobl

14/06/2007 GMT 1

Lise Diwan Karaez 23 a viz Even

gwenvael @ 15:14
skeudenn-da-gas.jpg 
@ AN INTERNET HAG AR BREZHONEG
Lise Diwan Karaez
Sadorn 23 a viz Even 2007

An deskadurezh divyezhek a vez gwelet o vont ingal war-raok en eil derez. Ar stajoù hir evit deskiñ ar yezh a ra berzh ken a reont. Ar skol-veur he deus ur roll nevez da c'hoari er jeu ivez marteze. Savet ez eus bet ur bodad-labour war an "Deskadurezh uhel e brezhoneg" e diabarzh Kuzul Sevenadurel Breizh evit en em soñjal war ar poent-mañ, just a-walc'h.

Met digeriñ an deskamant d'an holl eo soñj ar bodad-labour ivez. Abalamour da se ez eus bet savet ur framm "Skol-veur ar Bobl". Ur rouedad prederiañ ha skignañ anaoudegezh ha gouiziegezh e vo, ur framm aozañ devezhioù-studi, stajoù, "koñferañsoù profitapl"...

Lakaet eo bet ar c'hrogad kentañ d'ar sadorn a-raok gouel Yann, d'an 23 a viz Even. "An internet hag ar brezhoneg" a vo an tem. Kinniget e vo stalioù-labour, da bep hini da c'hallout deskiñ penaos sevel ha merañ ul lec'hienn pe ur blog, penaos filmañ da c'hallout skignañ war an net da c'houde...

Lukian Kergoat
9.00

Degemer ha digeriñ

Etre ar c'hlask hag ar c'hrouiñ, petra a c'haller ober gant an internet ? gant Fulup Jakez

Diviz
10.00
Strollad A
Sevel, boueta ha merañ ul lec’hienn gant Sophie Marcon
Strollad B

Sevel filmoù hag abadennoù da skignañ war ar rouedad gant Laors Skavenneg

12.00
Merenn
13.30

Strollad A

Sevel, boueta ha merañ ur blog gant Gwenvael Jéquel

Strollad B

Sevel, boueta ha merañ ul lec’hienn gant Sophie Marcon

15.45

Strollad A

Sevel filmoù hag abadennoù da skignañ war ar rouedad gant Laors Skavenneg, Gael Roblin ha Brendan Guillouzic-Gouret

Strollad B

Sevel, boueta ha merañ ur blog gant Gwenvael Jéquel

17.45

Klozañ an abadenn

30 den a vo degemeret d’ar muiañ
Koust a ray 10 euro an devezh evit ar studierien/liseidi/tud dilabour
15 euro evit ar re all
Pred merenn a vo e-barzh ar priz enskrivañ

Ret e vo kas e follenn enskrivañ d'an 18 a viz Even: pellgargañ ar follenn

Notennoù

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust